------------------------------------------ | Mandrake Linux - Kemennadurioł staliań | ------------------------------------------ * Kefluniadur ret * - Kewerier Pentium pe genglotus - Lenner CDROM - D'an nebeutań 32 Mo a vemor vev - Kartenn c'hrafek kenglotus VESA 2.0 Staliań Mandrake Linux a zo, peurliesań, ken eeun ha lakaat ar CD staliań el lenner CDROM, hag adloc'hań ho ardivink. Sellit ouzh ar rann 1 mar plij. Evelkent ez eus doareoł all da staliań Mandrake Linux, dav eo deoc'h klask anezho en urzh : - Lańsań ar staliań diwar Windows 95/98 - Lańsań ar staliań diwar MS-DOS - Oberiań ur bladennig loc'hań gant Windows - Hentennoł staliań all -------------------------------------------------------- 1. Loc'hań end-eeun diwar CD Emloc'hus eo ar CD staliań. Peurliesań, trawalc'h eo enlakaat ar CD el lenner hag adloc'hań an ardivink. Heulhit ar c'hemennadurioł diskwelet war ar skramm, ha graet eo. -------------------------------------------------------- 2. Lańsań ar staliań diwar Windows 95/98 N'hoc'h eus ken nemet enlakaat ar CDROM kentań. ur prenestr a zlefe dont war wel. Ma ne ra ket, sevenit D:\dosutils\autorun.exe (en ur c'houlakaat eo D lizherenn ho lenner CDROM). Dibabit ``Staliadur klok'' evit lańsań staliadur boas Mandrake Linux. Mod all, dibabit ar staliadur ``Linux evit Windows'' ma ne mennit tamm ebet parzhań ho pladenn galet ; krouiń a raio ar goulev-se daou restr war ho parzhadur Windows evit Linux ; evelato, gorrek eo e-keńver ar staliadur klok, ha ma rankit adstaliań Windows e vo kollet ho reizhiad Mandrake Linux war un dro... -------------------------------------------------------- 3. Lańsań ar staliań diwar MS-DOS M'eo staliaet MS-DOS war ho urzhiataer, tu zo deoc'h loc'hań ar reizhiad staliań end-eeun diwar ar CD hep implij pladennig ebet. Evit hen ober (en ur c'houlakaat eo el lenner D: ho CD), implijit an urzhiadoł a heul : C:\> D: D:\> cd \dosutils\autoboot D:\dosutils\autoboot> autoboot.bat Taolit evezh ne yelo ket en-dro an hentenn-se m'eo sevenet en ur prenestr DOS dindan Windows. Evit staliań diwar Windows, heulhit ar c'hemennadurioł roet er rann 2 mar plij. -------------------------------------------------------- 4. Oberiań ur bladennig loc'hań gant Windows Ma ne loc'h ket ho urzhiataer diwar CDROM ha ne ya ket en-dro an hentennoł kent, dav eo deoc'h oberiań ur bladennig loc'hań dindan Windows evel-henn : - enlakit ar CDROM, goude-se digorit an arlun "Ma urzhiataer", klikit a-zehoł war arlun al lenner CDROM ha diuzit "Digeriń" - kit er renkell "dosutils" ha daouglikit war an arlun "rawwritewin" - lakit ur bladennig goullo el lenner - diuzit "D:\images\cdrom.img" er vaezienn "Restr skeudenn" (en ur c'houlakaat eo "D:" ho lenner CDROM, a-hent-all erlec'hiit "D:" evel ma zere) - diuzit "A:" er vaezienn "Lenner pladennig" ha neuze klikit war "Skrivań". Evit kregiń gant ar staliań, enlakit ar CDROM el lenner, kement hag ar bladennig loc'hań, hag adloc'hit an urzhiataer. -------------------------------------------------------- 5. Hentennoł staliań all Ma ne torr ket an hentennoł kent ho ezhommoł evit abeg pe abeg (mennout a rit kas da benn ur staliadur rouedad, ur staliadur diwar trobarzhelloł pcmcia pe...), ret e vo deoc'h oberiań ivez ur bladennig loc'hań : - Dindan Linux (pe un unix arvenez all) skrivit war al linenn-urzhiań : dd if=xxxxx.img of=/dev/fd0 - Dindan Windows, heulhit an hentenn displeget er rann 4, hogen en ur implij xxxxx.img (gwelit a-is) e lec'h cdrom.img. - Dindan MS-DOS, en ur c'houlakaat eo ho CD al lenner D:, grit : D:\dosutils\rawrite.exe -f D:\images\xxxxx.img -d A xxxxx.img eo ar skeudenn loc'hań : - ``cdrom.img:'' staliań diwar CD-ROM. - ``hd.img:'' staliań diwar bladenn galet. - ``network.img:'' staliań diwar ftp/nfs/http. - ``pcmcia.img:'' staliań diwar lennerien pcmcia. -------------------------------------------------------- Gallout a rit ivez implij ur staliań ``mod skrid'' ma sav, evit abeg pe abeg, kudennoł gant ur staliań grafikel. Evit e implij, gwaskit ``F1'' war skramm degemer Mandrake Linux, da c'houde skrivit ``text'' war al linenn-urzhiań. M'hoc'h eus ezhomm ``saveteiń'' ho reizhiad Mandrake Linux o vezań, enlakit ho CDROM staliań (pe ne vern pe bladennig loc'hań a zere), gwaskit ``F1'' war skramm degemer Mandrake Linux, neuze skrivit ``rescue'' war al linenn-urzhiań. gwelit http://www.linux-mandrake.com/drakx/README evit muioc'h a ditouroł teknikel. -------------------------------------------------------- Setu a-is lankadoł pennań ar staliań : - Enlakit ho CDROM staliań (pe ho pladennig staliań diouzh ret) hag adenaouit hoc'h ardivink. - Stokit enkas pa zeu skramm degemer Mandrake Linux war wel hag heulhit gant aket ar c'hemennadurioł. - Pa vo peurc'hraet ar staliadur, eztennit ar CD-ROM pa vo stlapet kuit (ha ar bladennig ma 'z eus unan el lenner) ; adenaouiń a rankfe ober ho ardivink. - Linux a rankfe loc'hań. Goude loc'hań e c'hellot "Ereań" war ho ardivink evel "root" pe ne vern pe gont arveriad krouet da vare ar staliań. Notenn a-bouez : ar gont "root" a ro deoc'h gwirioł diharz war ho reizhiad Linux. Na implijit ket anezhi nemet evit kefluniań pe verań Linux. Evit an implij pemdeziek, implijit ur gont arveriad boas gant an urzhiadoł "adduser ARVERIAD" ha "passwd ARVERIAD". Chańs vat gant Mandrake Linux ! -------------------------------------------------------- Evit skorad staliań gwelit al listenn skignań hag ar FAQoś e lec'hienn gwiad Mandrake : http://www.linux-mandrake.com --------------------------------------------------------